THALASSA, embannet war Brud Nevez, niv. 312 e miz gwengolo 2015

THALASSA

D’ar meurzh 16 a viz even 2015 eo bet ganet din ur verc’h vihan ha daou zevezh war-lerc’h e vez goulennet diganin sevel ur pennad bennak diwar al levenez.

N’em boa ket gwelet anezhi c’hoazh, met bremañ emañ aze dirazon o tiskuizhañ e-kichen he zad pe he mamm, o klask war o lerc’h pa bellaont diouti, oc’h astenn he daouarn hag he divrec’h evel pa vije o nijal, o sevel he mouezhig gwechoù, o tigeriñ he daoualagad brumennek pa zeu naon dezhi pe pa vez flouret. Er baradoz e seblant bezan pa vez o kousket ken sioul ha ken don goude ur frapad denan. Evel un ael.

Petra eo ar from hag a vez bevet gant an dud, yaouank ha kozh, dirak ur babig nevez c’hanet ? Pep hini ‘m em lak da sellet outañ gant teneredigezh, da goazeal chuchumuchu dezhañ, da sellet ouzh e ardoù gant plijadur, da vouzc’hoarzhiñ bebeg, da flourañ goustadik e benn hag e zivjod. Bresk eo e vuhez evit c’hoazh, setu ma c’hell pep hini en em sonjal eo ken bresk all e hini ivez ; dilavar eo, evel ma c’hell pep hini bezañ e degouezhioù ‘zo ; ha divarrek da fiñval e gorf hervez e volontez, pezh a c’hoarvez ganeomp ivez alies a-walc’h.

Met n’eo ket gant mennozioù ‘vez skoet ha kizidikaet an nen, gant santadurioù ha luskadoù don kentoc’h. Ar pezh a vev un den gour dirak ur c’hrouadur ken bihan eo martez e vefe dihunet – en e spered en un doare kuzh, diemouez – tammoù eus ar prantad-se en e vuhez kozh, eus mareadoù kentañ e vuhez. Souezhet, saouzanet e vez an den peurliesan dirak ur babig hag a zo ken souezhet all o tizoloiñ ur bed nevez tro-dro. Pa vez unan bennak o sellout ouzh ur babig, emañ o sellout outañ e-unan, o sellout en ur melezour ouzh skeudenn pe eñvor ar pezh eo bet hag en deus bevet gwechall. Ha pa vez o voumounañ anezhañ, dezhañ babig an hini emañ o kuzhutal.

Ur burzhud eo neuze pa gresk an dud en ur familh, ur burzhud hag a lak termem d’an avantur penneg a zo bet renet gant ar gerent e-pad nav miz, ha gant ar vamm hag ar babig dreist-holl. Pa vez o kousket sioul ken alies e-kerz an devezhioù ha sizhunvezhioù kentan, sur-mat eo abalamour m’eman o tiskuizhañ eus ar strivoù bet sevenet gantañ e-pad ar gwilioud. Ar vamm a c’hell lavarout da c’houde eo bet diaes eviti, he deus bet poan e-pad pell ; bez e c’hell ivez bezañ bet sikouret gant louzeier. Met ar babig ne c’hell ket, ha ne c’hell ket kennebeut displegañ e santadurioù pa oa etre bed dourek ha sioul korf e vamm hag aer yen ha trouzus an diavaez. Tennañ a ra e anal buan c’hoazh e-pad pell, ha e sko herrek e galon. “Pegeit e pado an tremen-se ? Daoust hag e welin ar sklerijenn ? Perak emañ ken trubuilhek hag hejet bremañ ar c’horf a waskede ac’hanon betek-hen ?” Diwar ar fiñvadennoù-se en deus skrivet Frédéric Leboyer ul levr kaer1.

War e dremenvan eo bet e-pad ar gwilioud ; darbet eo bet dezhan mervel, se en deus sonjet, pe santet. Setu perak eo ken buzhudus gwelout anezhan bev, sioul ha dinec’h, rak gouzout mat a ouzomp en deus treuzet ur gorventenn feuls. N’eo ket gant ur marv-da-zont nemetken en deus afer an den a-hed e vuhez, gant daou pe dri marv all d’an nebeutañ, hag an hini kentan a zo bet an hini bevet a-raok digeriñ e zaoulagad. E penn kentañ an amzer eo skoulmet dija Eros ha Thanatos, an daou luskad don a ren buhez mab-den hag a zo bet lakaet war-wel gant S. Freud ha da c’houde gant J. Lacan2. Ha n’eo ket abalamour ma c’hellfe ur wech bennak bezañ tost da goll e vuhez, met abalamour ma ‘z eo garanet don menoz ar marv, azalek an deiz kentañ, en e spered, en e ziemouez, kenstag ouzh hini ar vuhez.

Bravoc’h eo ar brezhoneg eget ar galleg evit kaozeal eus an nav miz a vez ezhomm evit ur greun vihan da greskiñ ha da zareviñ. Ar ger enceinte a zo stag ouzh menoz ur c’hastell, ur c’hreñvlec’h gant mogerioù pounner hag uhel ; dont war an douar a dalvezfe neuze bezañ barrek da ziframmañ ar savadur kreñv-se. Gant ar ger dougerez e sonjer ivez ouzh nerzhioù zo, met ma vez douget ar babig-da-vezañ gant ur vamm, e vez douget an eil gant egile kenkoula all. Setu pezh a zispleg Michèle Montrelay3, war-lerc’h Françoise Dolto4, diwar ar prantad – se : e-kerz an nav miz-se, dre ma’z eo stag an daou gorf-ha-spered keit-all, e tremen luskadoù, santadurioù, menozioù, hag a c’hell bezañ pouezus-kenan e buhez un den.

Keit-se e vez treuzkaset ha liammet un darn eus darvoudoù pouezusañ e hendadoù, hag a vo resisaet da c’houde dre ar yezh hag an istor kontet d’ar bugel. A-raok dont war an douar emañ dija war roudoù e dud, e dud kozh, koulz an traoù mat hag an traoù fall o deus graet ha bevet ; dezhañ ‘vo ar garg da zibab tammoù eus an istorioù-se, evitañ da sevel e hent, da skrivañ e vuhez. E broioù ar Reter (China, Japan, ha reoù all) e vez kontet oad an dud azalek o c’hroudigezh ha n’eo ket azalek o c’hanedigezh. Hag ur vojenn yuzev a lar e vez kollet gant ar babig nevez c’hanet tout ar ouiziegezh en doa a-raok ; gant e analadenn gentan e vez c’hwezhet kuit hag ar roud anezhi eo an div linenn vihan treset dindan e fri.

Thalassa (ar mor e gresianeg) eo an anv bet roet gant Sandor Ferenczi5 d’ar bed mammel-se hag a zo mammenn pep hini ac’hanomp. En e levr souezhus e skriv e vez kerse ha hiraezh ganeomp eus an amzer-orin-se, hag a vefe un heklev ivez eus bed ar pesked a zo bet diwanet an Den diouto. Abalamour d’ar c’holl degaset gant ar c’hanedigezh, hervezañ, e klaskomp ar bed-se an aliesañ posubl, ar pezh a ra pep hini en ur gousket bep noz hag ar pezh a ra ar gwaz ivez pa vez o c’hoari daou gant ur vaouez ha pa vez birvidig-griziaz o flijadur, en ur lezel meur a dakenn eus e gorf enni, en ur vevañ ul levenez hag a vez anvet marv bihan ivez e meur a vro (ur marv all bevet ingal gant an den).

Daoust ha disoñjet a-grenn e vo aergelc’h e familh hag e vro keit ha ma oa douget gant e vamm, e-kerz ar gwilioud hag e-pad devezhioù kentañ e vuhez ? Ne c’hell den ebet kontañ an darvoud sanset. Ha koulskoude e chom skrivet don en e spered hag en e gorf un tamm eus ar santadennoù dastumet a-raok pe diouzhtu war-lerc’h e deiz kentañ. Ar pezh hen diskouez eo pouez an darvoudoù kriz eus ar mare-se war donkadur tud ‘zo, hag ivez an hunvreoù a vez graet gant tud e-kerz o c’hur-bredelfennerez. Ne c’hoarvez ket gant an holl, bez e c’hell an nen mont betek penn ur gur gant gwir chenchamantoù en e zoareoù hag en e vuhez, hep bezañ bet o visitañ mareadoù kentañ e vugaleaj. Met c’hoarvezout a ra gant tud’zo.

Anaout a ran evel-se un den (un tammig nemetken : me an hini eo) hag en deus bet graet ur c’houlzad hunvreoù a-seurt-se e-doug e bsikanalis : ar soñj kouezhañ en ur guitaat korf e vamm ; ar c’holl eus aergelc’h plijus hag eus sonioù mouget an diabarzh ; yenijenn an aer er-maez ; an evaj kentañ o tremen en e gorzailhenn ; ar stourm kreñv evit dispegañ e valvennoù peget ha prennet mat, o c’houzout, en ur zihuniñ e-kreiz an noz, e tigore evel-se e zaoulagad evit ar wech kentañ.

Em flas a bredelfenner bremañ, em eus bet selaouet ivez, ingal e-pad meur a emgav, ur vaouez o kontañ he hunvreoù e-lec’h ma oa ret dezhi tremen dre un norig vihan plaset uhel e – kreiz ur voger, ha darbet dezhi mervel en ur dremen, goude bezañ gwelet ur penn gwadek, ur babig goloet, ar c’hroc’henn naetaet aketus, ur c’horf o fiñval feuls, santout un dorn pounner war he c’hein hag he fenn bras leun a bokoù ; war – lerc’h ur gwallzarvoud, en em gav en ur voull lec’h ma klev talm ur galon, ha dizoloiñ a ra goude ur park bras ha brav-meurbet.

Unan all ‘deus bet kontet ar pezh a hunvree diwar ur vaouez dougerez, ar gwilioud, ur c’hreñvlec’h teñval, ul lec’h gant mogerioù ramp, ur stourm korf-ha-korf, un dibunadeg etre ur straed bras hag un oto enk, he daoulagad brumenneg, hag a-greiz-holl ar mor hag an douar o tigeriñ evel ur frailh dre zindan ! “Biken em buhez ne zisonjin an hunvre-se”, emezi.

Menozioù, sorc’hennoù, ijinadennoù, diotachoù eo ar c’homzoù-se evidoc’h marteze ! Met aboe levr bras Sigmund Freud6 (freud hag a dalvez levenez en almaneg !) e ouzomp ez eo an huñvreoù sonjennoù o tennañ d’ar vuhez a-vremañ koulz ha d’ar vuhez krennard, bugel pe babig, hag ez eus traoù gwir e-barzh, ken distummet avat ma ne c’hellont ket peuvuiañ bezañ lennet hon-unan. Hag an diforc’h bras etre pezh ‘n deus empentet Freud hag ar brederourien en e raok, eo e c’hell an nen santout en e gorf, en e spered hag en e vuhez efedoù ar pezh en deus sonjet hag advevet en e huñvreoù e-kerz ur gur. Ha war-lerc’h meur a brantad evel-se, e c’hoarvez alies en em lakfe da santout ennan ur joa, ul levenez nevez e meur a zegouezh eus e vuhez, pell eus ar skolhioù pe an anken a c’hrigne e vuhez alies a-raok7.

Pa vez douget, e talc’h penn ar plac’hig tri devezh e palv an dorn ; kreskiñ a raio, dibab a raio he bizaj ur stumm nevez a vo merket gant stummoù he zud. Ur bir-amzer war-raok eo he buhez. Pell e tougo he anv en amzer-da-zont ; pell e yelo gant he hent dezhi. Hag e-giz-se e c’hello hiraat buhez he hendadoù, un doare evito da drec’hiñ war ur marv all : pa ne vo roud ebet ken diouto war an douar, pa ne vo den o terc’hel sonj o deus bet bevet ur c’houlzadig amzer war ar blanedennig-mañ. Levenez dit a-hed da vuhez, Anita !

Pennad embannet e-barzh BRUD NEVEZ niv. 312, e miz gwengolo 2015 (www.brudnevez.org ha www.embleobreiz.com)

e-barzh un teuliad diwar : Al levenez.

§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§§

1- Frédéric Leboyer : Pour une naissance sans violence.
2- E meur a oberenn, evel , gant Freud : Au-delà du principe de plaisir (1920) ; gant Lacan : Les quatre concepts fondamentaux de la psychanalyse (1964-1965)
3- Michèle Montrelay : La portée de l’ombre. Ha : L’ombre et le nom.
4– Françoise Dolto : L’image inconsciente du corps.
5- Sandor Ferenczi : Thalassa, essai sur la théorie de la génitalité (1928)
6– Sigmund Freud : L’interprétation du rêve (1900)
7– Evel ma tispleg a-bep seurt tud e-barzh ar film Nos inquiétudes, bet savet gant Judith Du Pasquier (emb. Abacaris Film, 2003)
diam dolor. vulputate, amet, mattis libero