Levr : Diyezh, 1993

 Livre Diyezh

Al levr Diyezh, a zo bet embannet e 1993 gant  Mouladurioù Hor Yezh
 
Aman e vo kavet daoù damm :
1-un nebeut arroudennoù anvet : An deiz kentan.
2- ur rentan-kont bet kavet war internet.
 
AN DEIZ KENTAN
Gant ar vamm pe gant ar bugel e vez dibabet doareoù ar c’hanedigezh ?
 
Koun un doare vi evel un dra glok, bresk, prest da darzhañ.
 
Heñchet eo bet etrezek daou vabig rollet a vandennoù dilhad gwenn, evel e taolenn ar c’hinivelezh gant de La Tour. En dour emaint, ur mezeg o tiwall anezho : pa varailhont, e vez douget o fennoù er-maez eus an dour evii ma ne vougfent ket.
 
To be or not to be. Huñvreet en deus gant anken ne oa ket anezhañ. Ne oa ket anezhañ !
 
War e nañig eo savet en ur ranndi bihan hag aet e-barzh ar sal : tamm-ha-tamm, goustadik, e tizolo pegen bras eo ar pezh, bras-iskis.
 
Ur peroked en ur gaoued, ur grogenn vihan ouzh e veg.
Al labous war ar gaoued, kollet gantañ kordennig ar begel.
 
Ar blijadur da zigeriñ e zaoulagad evit ar wech kentañ : un nerzh divent a zo ezhomm da zistagan ar malvinier. Gant ar yezh e vez klozet ha diglozet toulloù ar c’horf. Sol an denelezh eo ar yezh.
 
UR RENTAN-KONT KAVET WAR INTERNET
Ul levrig iskis ha dibar eo hennezh, skoet on bet o lenn anezhañ. Ar skrivagner a gont penaos en deus bevet an troc’h, ar fed da vezañ bet desavet gant e dud e galleg pa oa o yezh-vamm ar brezhoneg. Ne gont ket dre “me” avat, implijout a ra an trede gour unan evel pa vije distag dioutañ e-unan, o sellet outañ eus a-bell : unan eus efedoù an desevel yezhel iskis-se. Kalz muioc’h a bouez a ro an trede gour unan-se d’e skrid eget p’en dije skrivet dre me, peogwir e c’hell pep hini en em anavezout en un istor zo bet bevet gant kalz a dud, n’eo ket hini un hinienn.
N’eus ket a volontez en em ziskouez, en em lakaat da skouer : tennañ a ra muioc’h d’ur griadenn eget d’ur pennad-kaoz.
Ar skritur zo brav, noazh, soutil ha modern ; savet mat eo bet ar vaketenn p’eo bet laosket plas da lec’hioù gwenn evel kement a draoù n’heller ket lavaret. Enkrezus eo da lenn, ha war un dro e ra vad.
Evidon, bet desavet e galleg gant gallegerien a-vihanig, e vez lennet ha resevet al levr evel m’emañ met treuzkaset war ul live all ouzhpenn. N’hellan ket herzel ouzh pegañ va istor-me war hini ar penndudenn. Peseurt reuz a c’hell degas ar fed e tesavfemp ni, brezhonegerien arnevez, hor bugale en ur yezh n’eo ket hon hini gentañ ? N’eo ket ur gwall afer komz div yezh ouzh ar vugale, pezh zo grevus eo en em rediañ da gomz outo / ganto en ur yezh ne vestroniomp ket a-walc’h evit leuskel hor holl santimantoù da dremen drezi. Amjestr a-walc’h eo an darempredoù etre ar boudoù denel en o yezh-vamm dija… Gouzout a reomp ar reuz a zigas desevel ar vugale e mod-se, a-walc’h a destoù zo bet er c’hantved diwezhañ, Diyezh zo unan anezho ; koulskoude e talc’homp da aberzhiñ hor bugale a volontez vat. M’en dare perak ne vez ket digoret un diviz sirius war ar sujed-se. Betek-henn em eus bet ar santimant ne oa ket politically correct lakaat ar gaoz war se.
(Lakaat a rin dizale dave al lec’hienn e-lec’h em eus kavet ar rentan-kont-se)
 

Praesent vulputate, leo. ut neque. ut consequat. ut Aenean