Ar vamm, eun ivern a varadoz.

 Livre Diyezh

Ar vamm, eun ivern a varadoz
Pennad embannet e-barzh Brud nevez e 2010 (www.emgleobreiz.com)
“Pell-amzer e oan kustum da vond da gousked abred”. Ema ar mabig Proust o hortoz, e-unan en e gambr, e teufe e vamm da rein dezañ eur pok diweza a-raog en em lezel da gousked. Keit ha m’ema o hortoz, e tiwan en e spered a beb seurt soñjennou, ha kaer e-neus lenn, lezel e spered da nijal gand tudennou al leoriou, gand darvoudou an devez tremenet, gand ar pez a hello ober an deiz o tond, dalhmad e tro e vennoziou en-dro ouz ar pok hir-gortozet-ze, adweloud ‘ra penn e vamm o tostaad ouz e hini, santoud a ra adarre he muzellou tener war e zioujod… Pa vez tud en ti evid koan, n’hell ket e vamm sevel en estaj kenta evel ma ra bemnoz a-hend-all, hag eo teñval penn ar paotrig pa vez kaset da gousked abretoh. Ha ma sav-hi da rei ar pok huñvreet, e vez skubet dizale an eurüsted pa ya kuit, daoust ma ped anezi da zistrei. Kaer o-deus ar mammou ober, ranngalon a ziwan euz an disparti, ne bad ket an eürusted.
Eun dra heverk all a heller menegi c’hoaz diwar lenn pajennou kenta penn-oberenn Proust war ar poent-se : n’eo trelatet ar mab nemed gand e vamm, troet eo e spered dalhmad daveti, daoust m’ema e dad en ti. Med hemañ ‘vez lakaet gantañ e renk an dud all a vev pe a dremen en ti : ar vamm-goz, ar moerebed, ar vignoned pedet, ar vatez… Pa vez meneget e gomzou n’eo nemed ar re rust, o kas anezañ da gousked, o rei an aotre d’e wreg da vond daved he mab, pe o tivenn outi hen ober. Eun enebour eo neuze e dad evid ar hrennard, n’eo ket eur skwer, ne vez ket lennet e vefe liammou karantez etrezo, ne weler ket e hellfe ar mab kaoud harp ha skoazell digantañ evid en em denna euz baradoz iverniet ar vamm.
Ne vez ket moumounet an oll vugale gand o mammou evel m’eo bet Proust en e diegez bourhiz ; rustoh e oa, hag e vez c’hoaz, doareou mammou all, ha n’o-deus ket soñj tud ’zo beza resevet pokou ingal evel-se. N’eus forz ! “Kizidig eo mab-den, eme Shakespeare, dre ma ‘z eo ganet diwar gizidigez”. Ema peb krouadur dindan levezon ha strobinell e vamm e penn kenta e vuhez, hag e tle kroui e stumm personel da veza den – paotr pe plah – en eur guitaad ar bed mammel orin-ze. Stard eo ; red eo asanti koll plijadur, dilezel eur seurt baradoz ; ken stard-all hag ankeniuz ‘vefe chom er stad-ze.
Ma ne fiñv ket, ma chom dindan krabanou e dud, ne hello ket kreski, ne hello ket kavoud eun hent dezañ e-unan. « Bez ‘z eus tan ha koad ganit, med peleh ema an oan evid an aberz ? » eme Isaac d’e dad Abraham, a bigne ar menez war-zu an tantad. “Arabad sevel da zorn war ar paotr, nag ober dezañ tra ebed…[1], eme a-daol-trumm an êl d’an tad prest da ziwada e vab gand eur gontell. En e blas ‘vo lakaet eur maout hag azaleg ar darvoud-ze e vo divennet aberzi bugale d’an doueed. Cheñchet penn d’ar vaz !
N’eo ket evid-se ez int oll gwarezet. Darn anezo a hell kaoud ar zantimant ez int sakrifiet gand o zud, kaset-degaset euz an eil d’egile evel eur volotenn pa vez dizemgleo kenetrezo. “Teir mamm ‘m-eus”, eme din ar paotr bihan a zegemeran evid ar wech kenta em bureo psikanalist : “An hini genta a vev er vro ‘m-eus kuitaet pa ‘z on bet advabet ; an eil eo hini ma famill genta amañ ; hag an deirved, ar vaouez a vev bremañ gand ma zad.” Hag eñ ankeniet diwar re a vammou.
Al liammou-famill n’int ket liammou-karantez nemetken, sed pez ‘neus displeget piz Freud, eñ ha n’e-neus gallet moulla e oberenn veur diwar ster an huñvreou nemed war-lerh maro e dad, e 1900. Perag ? Peogwir e tispleg ennañ kemplez Edip : kasoni wariziuz, diemouez, a vag ar paotrig ouz e dad, evid chom tostoh ouz e vamm, hag al liammou-karantez etre e dud a ziskouez mad d’ar hrouadur nevez n’eo ket eñ a zo penn-kaoz da eurüsted e vamm. Med ne hoarvez ket ar hontrol-mik gand ar plahig. Eviti eo troidelleg ar wenojenn : diouz eun tu e teh kuit euz kelh he mamm en eur gemer harp war he zad, med diouz an tu all ne vo ket eñ eur patrom eviti, pa gompren e teuio eur wech bennag da veza braz, he mamm an hini eo ! Dao dezi mond-ha-dond euz an eil d’egile dalhmad. Se ‘zo kaoz, hervezon, ‘vez gwelet muioh a verhed diêzet o klask o hent e kêr, war ar mêz, pe war eur gartenn, pa glaskont harp deus tu an tad ha skouer deus un tu all, hini ar vamm. Se ‘zo kaoz ivez e vez muioh a zach-bleo etre merhed pe maouezed yaouank hag o mamm eged etre paotred hag o zad.
C’hoarvezoud a ra e vefe an anken mestr al liammou-famill, ha tapet neuze pep hini e gwiad eur gevnidenn greñv : pa fiñv unan anezo e vez santet dioustu gand egile pe eben, e penn all an tiegez. Bez’ ez eus ivez tadou ha mammou a zo taer ha feulz gand o bugale, reou all dihouest d’ober mad war o zro, darn anezo klañv o spered, a hell beza degemeret en ospitaliou. Er famillou-ze e hello ar vugale en em denna memestra ma kejont gand tud en-dro dezo, tud a-vicher marteze, a hello sikour anezo d’en em zoñjal diwar ar pez o-deus bevet.
Ne fell ket d’ar vugale pellaad diouz o mamm pe diouz o zud a-wechou peogwir e ouzont mad ez int tud gwan. Kompren buan a ra ar babig pez a zo donna ha gwirieka ha pounnera e buhez kent e dad pe e vamm, ha klask a ra aliez kemer eun tamm euz ar pouez hag euz ar boan-ze. War an tu-gin e tro ar famill neuze : n’ema ket an tad hag ar vamm o skoazella o bugale evid digeri dezo eun hent nevez, sachet e vez a re yaouank war-gil. Ar pez a zo chomet dilavar pe diyez en eur rummad-tud a hell beza dispaket ha douget gand ar rummad nevez. Dirazon, eur plah yaouank war-dro ugent vloaz, klasket ganti en en zistruj meur a wech, troet da gemer alkool ha drogachou aliez, ha treud ken ez eo gand an nah-debri : he diêsteriou da zond da veza maouez a zo mesket gand istor kriz he famill. Gand eur vaouez ouspenn 70 vloaz, kollet ganti he nerz- beva, e klevan komz euz he zad-koz pesketour, bet en em lazet goude beza kollet e vag en eur peñse a-raog an eil brezel-bed. Hag eur hrennard 15 vloaz, a welan ivez, a zo en eun enkadenn all : dre red e vez kaset d’an emgaviou ganin gand e dad, ha penn-abeg e ziêsteriou en e vuhez a zeblant beza koulskoude ar fed ema dindan gazel-ge striz e dud.
Daoust ha diêsoh eo beza mamm hirio-an-deiz eged ugent pe tregont vloaz ’zo ? D’am meno, n’eo ket : hirio e hell pep hini mond euz e du pa vez dizemgleo er houblad, hag e kav ar maouezed muioh a skoazell digand tud a-vicher diouz red, sed e hell ar gerent kenderhel gand o doare da veza tad ha mamm. Ar peb diêsa ‘zo evid ar vugale hag ar grennarded, dreist-oll pa vez chikan taer etre ar gerent. N’eo ket beza mamm pe tad a vefe stard hirio, sevel eur famill ne lavaran ket.
 

Jean-Yves Broudic

 



[1] Ar Bibl (22-12), emb. An Tour-tan.
ut mattis Lorem sem, Aliquam amet, sed lectus quis tempus consectetur pulvinar